Lur Kiprenez

Lur Kiprenez
obsolete currency, lur
StadRepublik Kiprenez Kemmañ
Currency symbol description£ Kemmañ
Central bank/issuerCentral Bank of Cyprus Kemmañ
Erlec'hiet gantEuro Kemmañ
Deiziad kregiñ12 Gou 1878 Kemmañ
Deiziad echuiñ31 Kzu 2007 Kemmañ

Lur Kiprenez, anvet ivez en un doare nann-ofisiel Lira Kiprenez (eus a latin lira, gresianeg λίρα / lies. λίρες ha turkeg lira) a zo ur moni implijet e Republik Kiprenez hag e Akrotiri ha Dhekelia. Republik Turk Kiprenez an Norzh a ra gant Lira Nevez Turkia avat.

E 1879 e voe krouet lur Kiprenez. An hevelep talvoudegezh hag al Lur Saoz o-doa betek 1960 ha disrannet e oa e 20 shilling (σελίνι / σελίνια, şilin). E 9 piastr (γρόσι / γρόσια, kuruş) e oa disrannet ar shilling ivez da virout ul liamm gant al Lira Durkat a oa disranet e 100 kuruş. E 40 para e oa disrannet pep piastr. Gant ar bloavezhioù e lakaas ar monc’hwezh talvoudegezh ar para da zigreskiñ ha divizet e voe e 1955 da erlec'hiañ ar paraoù hag ar shillingoù gant 1000 mil (μιλς, mil). Kenderc'hel a rejod da envel ar pezh 5 mil ur "piastr" hag hini 50 mil ur "shilling".

E 1983 e erlec'hjod ar miloù gant centoù. Pep cent a dalveze 10 mil. D'an amzer-se e oa ar pezh bihana e dalvoudegezh hini 5 mil. 1/2 cent e voe adanvet met dilammet e voe buan a-walc'h goude m'en-do e lakaaet da zidalvoudus ar monc'hwezh.

Erlec'hiet e voa lur kiprenez gant an euro en dazont tost.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search